Pajenn:Guyader - Chanson composet var sujet eun den yaouank (ar minor), 1903.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Bet on marc’hadour koat
Marc’hadour plous pe golo
Marc’hadour lunedo
A marc’hadour moncho.

Marc’hadour tolenno
Kartenno monaiter
A chansonnio a œrzen
Ia pa mije amzer.

Marc’hadour bric a brac
So anvet merseri
A pa vije hir an nos
Me a rê komedi.

Oeajet meus Bretagn
En ker a var ar mes
Gant ma vilosiped
A ma marc’hadourez.

Vel se on deut aben
Da c’honit ma fortun
En eur lezel ar boesson
Ar merc’het hag ar butun.

An neb a neuz ê c’homposet
So e ano Jean-Louis
A zo gannet e Plestin
Kichen Toul-an-Hiry.

E ano pen da ben
E Jean-Louis Guyader
A ra e zemerans fix
En paros Treduder.

Er bla [mil] nao hant pevar
E a neuz declared
Mon dor e zemerans fix
En paros Plouaret.

E kichenik ar bourg
En eur gampic vian
Ma neus c’hoant da zemesi
Eno glasko unan.

Ag eno a choajo
Eur vicher ar vrava
Pa vo skuiz o labourat
Chomo da ziskuisa.

Onnes so eur vicher
Hag am grei dizoursi
Ma kafen eur Vari-Jeanne
Contant da zemesi.


FIN.


Rimaden ma feder mestres


————

Peder mestres a meus bet
A oa deus a Dreguer
Mes iaouankic a oant c’hoas
Ouient ket o micher.

Iaouankic a oant c’hoas
Ouient ket o micher
C’heint gant losten o c’hivis
Da disken ar goter.

Un a ne so Perrinic
Ag eben Marie-Jeann
Unan al so Mari-Louise
Ag eben Mariann.

Na c’houllan ket diskleria
Piou a c’he ar reze
Un anne a meus klêvet
A spisse ne guele.
 
Ag unan al anheze
A blije din er fad
Ag ones a mije bet
Peneverte e zad.

An diou al a meus klêvet
A blije dê guinardant
Se zo kos din c’hon chomet
C’hon chomet pot yaouank.

Propriété réservée

GUYADER Jean-Louis.




Chanson Potret Plouillau


————
Var Ton : Adieu, Pontreo


M’am bije speret da gomprenn, evel a meus fantazi,
Me a vije n’em impliet da zonet da gomposi
Eur c’himiad leun a c’hlac’har, gret dar gonscrivet yaouanq
O deus tennet ar billet ebars er blaves prezant.

Ebars er bla mil eiz cant c’hoec’h, ar bemp a vis guengolo,
E zeo digueet adare eus a baros Plouillau
Tud yaouanq evit an arme, tud deus an terrupla ;
Glac’haret ê o oll ligne, p’o guelont o partia.

Da bartia gant an actif ne zeus quet nemet pevar ;
Ervoanic Jacob, eus ar bourg, ha Guiljan ar Meledar,
Ha Yannic Prat, eus ar Goajou, ha Pipi an Aveant :
Pevar den eus ar re vrava, corfou kær ha tud vaillant.

Ervoannic Jacob a lare en deiz-se d’he gamarad :
Emâ a zo eun devez trist hac a ra din calonad !
Guelet va mam baour o vouela, ha va zad kês désolet !
Va c’halonic ebars em c’hreis zo dija casi rannet.

Kals a sonchfê dê, marteze, pennos e vent eur poultron
Em be aoun rac eun ten fusuil pe rac eur voulet canon
Pe otramant aoun rac ar fatiq o vale dre an hentchou,
Pe gousquet var eur guele gant ebars er c’hordegardou.

Douguen va dillet var va chouq, va fusuil ha va zabren,
Bale bemde a guer da guer dre ar fanq hak ar vouillen
Ha goude e fin va beach, rencout marteze campi,
Pe gousket var an douar ien, pe otrament bivoaki.

Tor o deus an nep a sonch-se ; ma c’haljet lenn em c'halon,
Evit gwelet va bolonte ha va inclination,
Ma ne fotje nemet va goad, me en scuilfe tout joaüs
Evit souten eun Impalaëer eun tad ken carantezus !

Piou na gombatfe ket gant eun Impalaër chrizten ;
Eur gaus ker just ag e hini, zo facil d’a souten,
Pa zomp memprou da Jézus-Christ, soudardet an Aviel,
Bugale da Zoue an Tad, templou d’ar Speret-Santel.

Arça eta, camaradet, ken quitaad euz om c’homtre,
Demp ni da ilis Plouillau da supplia hon Doue
D’hor preservi demeus goal chans pa vêzimp en armeou
Ha da gonsoli, bars er guer, hon tadou hag hon mamou.

Adieu dec’h, Autro Sant Millau, patron euz ar barouz-ma,
Adieu kerent ha mignonet, cessit breman da vouela.
Pedit Doue hag ar Verc’hez, da gavet soign ac’hanomp,
Hac hon Æl mad d’on c’hondua partout elec’h ma zefomp.

Adieu, va mab, va esperans, eme an tad desolet ;
Piou a gonsolo va zud paour, goude ma vi partiet ?
Pa vin accablet gant cozni, me vo clevet o laret :
Ma vije ma mab kez er guer, en dije va soulajet.

Clevit ar vam o quimiadi ive digant he buguel :
Deuz ama c'hoas, ma bokin [d’it] eur vech kent evit mervel.
Aben ma retourni d’ar guer, me vo ed euz ar bed-ma,
Deuz aman etre va dioubrec’h evit ar voech diveza.

A guichen ar moment fatal ma c’heus tennet ar billet,
Beb noz vel ma fot din kousket, me a seblant da velet
O tont euz eur gombat sanglant var eur chariot bleset,
Pe tolet en eun hospital, gant an oll abandonnet.

Ar zoudard yaouanc kontristet c’hoas ken evit partia,
Evit essai o c’honsoli a lavar, en eur vouela :
Tavit va zad ha va vam baour, ha bevit en esperans,
Doue, tad a visericord, a zo bras e brovidans.

Goude ma vo fin d'ar brezel ha goneet ar victoar,
Gras Doue hag ar Verc’hez, e vezo fin do clahar,
Evit merk eus hon vaillantis, gant lore deuz hon tocou
Ni a zistroyo prest d’ar guer evit sec’hi o taëlou.

Adieu da baros Plouillau, ha de holl habitantet,
Adieu d’hon oll anaoudegez, ha kerent a mignonet,
Ha ma na memp ket ar bonheur er bet-man da em velet
Gras deomp ebars er barados assambles da em gavet.

MONTROULEZ, IMPRIMIRI HAMON A KERVELLEC, 19, RUE VREST