Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —


Ar re na devoa ket a douar d’he ho-unan, a vije roet d’he da labourat ; ar fonz a-vije d’an Otro hag ar bar d’ar merer, ha he-man nije neuze eun dra benag da rein d’he Otro diouz pez a vije er gomanen, eul loden a nije an Otro barz an ed, ar freuz hag al loened ; ar merer a nije c’hoaz eun neubet devezio dornan da rei d’he Otro vit he zikour d’ober he est, hag en tuont da ze, an hencho vije d’ean da dressan. Pa vije eur proses, pe eul laeronsi, pe eun torfed benag a vijer barnet gant barnerien an Otro ; ha na oa ket tener ar barnerien d’ar c’houls-ze ; daou laer a nevoa klasket laerez eun intanvez deuz a Dour a oe barnet da vean krouget. Garv a oat vit an dud fall-ze, hag er stum-ze an dud leal a vije lest en peuc’h, ha den na n’em glemme deuz-ze.

D’an amzer-ze ar Vretoned a blije d’he ar pelerinajo, mont a rae darn anhe en pelerinaj beteg Zant Jakez Spagn, beteg Rom, Jeruzalem hag an douar zantel ; med ar re blije d’he ar muan a oa pelerinajo ho bro. An de vije pardon eur zant benag, en em dastume tud ar memez terrouer da vont asamblez, n’eur ganan guerz ar zant. An noz a vije tremened tal an tantad, hag an oll a ie d’ar prosision a vije gret endro da iliz pe da chapel ar zant. N’ankoaeint ket mont da laret ho fater dirag relego ha statu ar zant ; darn a rae zoken an dro d’ar chapel war ho daoulin, darn-all a lake eur gouriz koar d’ober diou pe der gwej an dro d’ar chapel, pep hini rae he belerinaj vel ma nije laret ober. Fantan ar zant a oa ive en kichen ar chapel, hag an oll belerined a nije c’hoant d’evan dour diouthi. Ar bevien a