Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —

Pempoul, ha kals a lec’hio all. Ar venec’h a oa personet en meur a barouz, rag neubet a veleien all a oa, hag aliez ar veleien iaouank a chome da berson en ho farouz.

An dud pinvik kouls hag ar re baour a laboure ho douaro pe na renkeint ket bean er brezel. Pa welomp nag a goz kastel, nag a vaner bian a zo chomet c’hoaz en bro Treger, ec’h eo ezet kompren penoz an oll a oa labourerien ; d’ar c’houls-ze en em zikoure an amezeien gant ho labourio vel ma reont hirie, ha fest ar goadegenno a vije gret neuze vel breman entre gerent hag amezeien. Ar re oa nobl a laboure vel ar re-all, na renkeint ket paean truajo, med d’ar brezel a renkeint mont pa vijeint gelvet, elec’h an dud dister na renkeint ket mont. Pep hini n’evoa he dam douar da labourat, ha Zant Ervoan he-unan, goude maro he dud a rae labourat he douar ; hag eur bla benag a oa ar gernez er vro hag a roaz he barkat fao d’ar bevien. Eur wej-all a nevoa c’hoant da werzan he aneval kezek d’he vreur kaer, vit kad arc’hant da rein d’ar bevien, med he-man na c’houle ket prenan al loen abalamour na nevoa ket laket ar zant he here, med Dom Ervoan a dalc’haz kement warnean ken a brenaz he loen. Lenn a reomp c’hoaz en he vue penoz he dad a gase anean awejo da hargas an evned diwar an ed neve hadet ; ze diskoe penoz tud Zant Ervoan a oa labourerien. Kouskoude an dud nobl na vijeint ket dalc’hmad endro d’ho douaro, ar re nevoa eun tam aez a nevoa eun ti en kear, hag a ie di da dremen ar gouan hag ar c’hoaraiz, vit klevet zarmonio ar c’hoaraiz en kear.