Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/5

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



EUR GIR BENAG


EVIT REIN DA C’HOUD EN PESORT STAD A OA AR VRO


EN AMZER ZANT ERVOAN


————


En amzer ma c’hanaz zant Ervoan, a oa Ian I, lezhanvet ar Roux, duk Breiz-Izel, ha Zant Louis a oa roue Franz. Ar zant-man vel ma lavar an histoar, a iez diou wej d’ober brezel d’ar Morianet, vit tennan an douar zantel deuz a-dre ho daouarn ; kals a Vretoned, tudjentil ha tud-all, a iez ive d’he heul. An duk a vreiz he-unan, Per a Dreuz, tad Ian I, a iez d’ar brezel-ze, hag an eil gwej n’eur dont d’ar ger a varvaz war vor gant eun dapaden a nevoa bet er brezel.

D’an amzer-ze a vije aliez brezel er vro-man, meur a wej a vije devet ha diskaret an ilizo, laeret ar c’houencho. Na oa ket kals a diskamant mesk an dud, barz ar c’houencho eo a oa an dud disket, hag enon a helle an dud iaouank mont d’ar skol. Na oa ket, gwir eo, kement a skolio vel ma zo breman, med kouskoude a oa kals a gouencho barz ar vro-man, dreist-oll er c’herio ; bean oa kouencho en Gwengamp, en Bear, en Lannuon, en Landreger, en abati