Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/42

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

han da dibri ho mern. Ober rae d’he azein ouz tol, ha neuze nije pep hini he lod deuz ar bara hey, deuz al lugumaj hag ar fao ; na vije nemet dour d’evan, hag ar zant a eve gant ar skul a eve ar re all goude ma dijeint evet. Pa laran a azeeint ouz tol, n’et ket da jonjal a oa ouz eun dol vel breman. Nan ! he dol a oa an douar, enon vije azeet he-unan mesk ar bevien. Goude mern a lake da bep hini en he val eun tam bara vit he goan.

Pe vije eur paour benag klanv pe diez, a vije gret d’ean eur banac’h zouben ar c’hik zall pe zouben ar blonek ; bean nije c’hoaz eur banac’h jist pe win, ha treo mad all evelse. An oll dreo mad a vije vit ar re glanv, rag ar zant na debre na n’eve treo evelse. Ar re arrie pa vije tost d’an noz a vije laret d’he chom da lojan, hag ar zant a walc’he d’he ho daouarn, na vijeint ket, michanz, bet gwalc’het pell a vije ; rein a rae d’he pez a nije a wellan, ha goude nije gret ho gwele d’he, a zikoure anhe da vont ebarz. Hen a chome neuze da bidi ha da labourat ken a vije pell an noz, ha pa vije skouiz en em dole n’he c’hourve n’eur c’houign benag.

Eun devez a digoueaz d’eur paour arriout en Kervarzin goude ma oa et an dud da gousket, ha vel na c’houle ket ober trouz da defuni anhe, a chomaz da dremen an noz war eur min damdost d’an or. An de warlerc’h, dom Ervoan, o vont ermez beure mat, a gavaz ar paour-ze enon skornet ha hanter varo gant an naon hag ar baourante. Kentan tra reaz a oa kas ar paour-ze da gousket n’eur gwele mad ha toman treo endro d’ean ; hag an noz warlerc’h a chomaz