Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
’N eur vont d’ar feunteun da vid dour.



2

Ha me kregi ’n he daouarn gwen
O ta…
Hag he c’hasaz da bourmen.

3

Pa van[1] eet ’n tammik ’barz er c’hoat,
O ta…
Da wela hei ’n em lakaat.

4

Ha me a c’houlennez diganthi
O ta…
’Vit petra a welez-te ?

5

— Me a zo e welet d’am yaouankiz,
O ta…
Pe a zo kollet ganin. —

6

Ha me diskregi deuz he daou zorn gwen
O ta…
Hag he lezel da bourmen.

7

Pa van eet ’n tammik meaz ar c’hoat
O ta…
Da gano heï ’n em lakaat.

  1. Pa van pour pa oan = quand j’étais.