Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
Gwal vuez eun tiegez.


O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Guelc'hit ho kueren eta mefier,
Te c’hoanteez ganid peb tra ».

6

Gant an hast enn devoa d’he guelc’hi,
Etre he zaouarn eo draillet : (bis)
Hag heon o kommans da grial,
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Hag heon o kommans da grial :
« Eur malheur ’zo ganin c’hoarveet ».

7

— Jarnecoton, eme Jaketta,
Breme souden[1] n’hi raï’ ar bal : (bis)
Tennit ho pragezen, ma mignon,
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Tennit ho pragezen ma mignon
Ma po an disciplin ragtal !

8

Flikez ha flakez d’an daou goztez
Me ho tesko da derri guer, (bis)
Ha netra demeuz an tiegez,
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Ha netra demeuz an tiegez
C’hui oar walac’h an traou ’zo ker !

9

— Ma fried ho pet truez ouzin
C’hui lako ar goad da redek : (bis)

  1. Breme souden pour bremaïk souden = tout â l'heure.