Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
Diviz evit goulen eur plac’h da eureuji.



2

— Ni a zoug ar memez salud
D'hoc’h-hu koulz ha d’ho tud ;
An honestiz euz ho komzou
Ar bervik dous euz ho sellou,
A lavar deomp skler hag anat
Oc’h euz eur c’helou mad.

3

— Ni ’zo var leac’h eur goulmik wen,
Goal diet gant eun tenn.
He askel gleiz a zo torret
Nijal mui pell na c’helfe ket,
Hag hon euz klevet eo ama
E ma deut da goueza.

4

— Mar d’eo koulmed a c’houlennit
It d’ar maner da vit :
Dre-ma, var ar meaz ganeomp-ni
N’euz nemed piked ha brini,
Hogen eur gaou a lavarit
Eun dra all a glaskit.

5

— Klask a ran eull louzaouen fin
Da lakaat em jardin,
Eull louzaouen mad dioc’h ar blez
Great gant birou ar garantez,
Hag e kleviz d’heac’h diveza
He c’hafjen er gear-ma.