Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
Eur plac'h dieaz da zimi.



8

— Eur guiader divar he stern
’Zo kiz an diaoul ’barz an ifern,
— Oh, ia gwir ao ma merc’h, oh, ia gwir ao

9

— Ma breger d’hen̄ deuz ma dimi
’n pregit ket deuz masoner d’hen̄ :
— Perag eta ma merc’h, perag eta ?

10

— Eur masoner ’zo ’pad an nouz
O tistaga pri deuz he gouf :
— Oh ia, gwir ao ma merc’h, oh, ia gwir ao !

11

— Ma breger d’hen̄ deuz ma dimi,
’n pregit ket a vartolod d’hen̄ :
— Perag eta ma merc’h, perag eta ?

12

— Ar martolod pa teu deu[1] ’r mour[2]
E ma lost he roched gleb dour.
— Oh ia, gwir ao ma merc’h, oh, ia gwir ao !

13

— Ma breger d’hen̄ deuz ma dimi
Ah ! pregit deuz eur meiller[3] d’hen̄ !
— Perag eta ma merc’h, perag eta ?

14

— Eur meiller gant he gant-brenn
Hiaon a zo sur deuz he grampoen
— Oh ia gwir ao ma merc’h, oh, ia gwir ao !

  1. Deu pour deuz = de.
  2. Mour pour mor = mer.
  3. Meiller pour meliner= meunier.