Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
Eur plac'h dieaz da zimi.



2

— Eun toër mein-glaz ’zo kroug-diskroug
Ma gouez d’an traon hiaon[1] ’dorr he c’houg :
— Oh, ia gwir ao ma merc’h, oh, ia gwir ao !

3

— Ma breger d’hen̄ deuz ma dimi[2],
’n pregit ket deuz menuser d’hen̄ :
Perag eta ma merc’h, perag eta ?

4

— Eur menuser gant hi rabot
Oar lakaat ’r plac’hik kiz ma fot :
— Oh, ia gwir ao ma merc’h, oh, ia gwir ao !

5

— Ma breger d’hen̄ deuz ma dimi
’n pregit ket d'eun tavarnour d’hen̄ :
— Perag eta ma merc’h, perag eta ?

6

— An tavarnour ’zo dre an ty
Karga he gouf[3] gant lodivi :
— Oh, ia gwir ao[4] ma merc'h, oh, ia gwir ao

7

— Ma breger d’hen̄ deuz ma dimi
’n pregit ket deuz guiader d’hen̄ :
— Perag eta ma merc’h, perag eta ?

  1. Hiaon pour heon ou hen̄ = lui.
  2. Dimi pour dimezi = mariage.
  3. Gouf parce que dans certains endroits on prononce kouf au lieu de kof = ventre.
  4. Ao pour eo = est ou c’est.