Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
Ar plac'h yaouank glac’haret.



2

— Ma mamm, ma mamm petra zervij d’in,
Be’[1] brao peguir na zimean ket oh !

3

— Ma merc’h, ma merc’h ’n em jalit ket,
’Bars fin ar bloa c’hui ’vo dimeet, oh !

4

— Bars fin ar bloa me ’vo maro,
Maro hag hi enteret[2], oh !

5

Lakeet 'vo ma c’horf korn ar vered
Lakeet ’vo var he c’hore peder rozen, oh !
Diou a vo ru, diou a vo guen.

6

Ar botred yaouank ’n eur basseal
A lavaro ’n eil d’egile : oh !

7

— Aman ’zo enteret eur plac’hik koant,
A zo maro kreiz he c’hoant goaz, oh!

8

A zo maro kreiz he c’hoant goaz
Meur da hini a varvo c’hoaz, oh !

9

Enne ’m euz klevet zo ’r maro kri,
Ha dioust[3] petra zo goudeze, oh !

  1. Be’ pour bea, beza = être.
  2. Hag hi enteret, ce hi n’a pas de sens, on l’emploie cependant assez souvent à Ergué-Armel et nous croyons que c’est parce qu’on prononce interet et enteret, de sorte qu’ici, il faudrait écrire : Hag i-enteret. A moins que le chanteur n’ait voulu avoir son compte de syllabes en introduisant ce hi dans le vers.
  3. Dioust pour daoust = Est-ce que, que etc…