Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182
Guerz ar c’hloarek yaouank.



19

Annaïk Calvez pa en devoue guelet
Gant bleo ar markiz e oa lammet :

20

Gant bleo ar markiz e oa lammet
Deuz-tu d’ar gear e eo bet eet.

21

Ma mammik paour preparit d’in va guele
Va c’halonik a zo diezet.

22

Mar geo ho kalon diezet,
Ho abalamour peuz re zanzet.

23

Mar geo ma c’halon diezet
Va c’hloarek d’in-me a zo lazet.

24

Va c’hloarek d’in-me zo lazet :
Varc’hoa da zeg heur vo interet.

25

Varc’heo da zeg heur vo interet,
Enn daou er memez be e vimp lakeet.


Notes. — Le sujet de cette guerz a été souvent traité. II suffit de s’en rapporter au 2e tome des Guerziou de Luzel pour en trouver des versions. Là il s’agit d’une Fiekka Calvez et d’un marquis de Guerrand (de Plœgat-Guerrand-Finistére).