Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180
Guerz ar c’hloarek yaouank.



10

D’al leur neve ni a ialo
Gant ton ar zonnerien ni a zanso.

11

El leur neve pa oamp arruet
Teier dro zanz hon deuz bet groet.

12

Teier dro zanz hon deuz bet groet
Markiz Guarrand ’n deuz renkontret.

13

Na dibonjour d’heoc’h d’ac’hui kloarek
C’hui peuz bet ar fleur deuz ar merc’hied.

14

Ma meuz bet ar fleur deuz ar merc’hied
Gant Doue d’in oa destinet.

13

Ha domp breman d’ar gorinaou
Da c’houd da biou vo ar gajaou.

16

D’ar gorinaou me ne ian ket
Capat evitoc’h Markiz me n'on ket.

17

Ranna rafe ar galon
El leur neve an hini a vefe :

18

Guel goad ar c‘hloarek el leur e skuilla,
Markiz Guarrand deuz he laza.