Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178
Guerz ar c’hloarek yaouank.



2

E peleac’h e ma Annaïk Calvez
Ma iam hon daou d’al leur nevez.

3

E laë e maï na kousket mad
Diouallet kloarek d’hen difunad[1],

4

Ar c’hloarek pa ’n devoue klevet
E laë gant ar skallirou oa pignet.

5

Tri dol var an or enn deuz bet skoet
Annaïk Calvez ’zo bet difunet.

6

Ha debonjour d’heoc’h Annaïk Calvez
Savet ma iam hon daou d’al leur nevez.

7

D’al leur nevez me ne ian ket
Eno a vo ar seiz kloarek.

8

Eno a vo ar seiz kloarek
Markiz Guarrand zo klask im c’haouet.

9

Drouk ha mad nag a vezo
D’al leur neve ni a ialo.

  1. Difunad pour dihunad.