Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
Son Annaïk Rozmar hag Yvon Guillo.



29

Annaïk Rozmar a ouele
Yvon Guillo hi c’honsole :

30

Annaïk Rozmar a lavare
Da ’von Guillo el leur newe :

31

— « Yvonnik-me em evesavete
« Me ho c’hemero goudeze. »

32

Yvon Guillo a lavare
Da Naik Rozmar el leur newe :

33

— « Tapet krog barz-barz ma chupen
« Ma c’hoariin baz an daou-benn. »

34

Kriz ar galon ha na ouelche
’N Prat-Frajil neb a viche :

35

O welet ar yeot o ruia
Gant goad ’n dud gentil o skuilla :

36

Gant goad ’n dud gentil o skuilla
Yvon Guillo oc’h o laza.

37

Yvon Guillo a lavare
Ty Rozmar koz pa arrié :