Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
Son Annaïk Rozmar hag Yvon Guillo.



2

Eur chanson newe kompozet
Da Annaïk Rozmar eo e groet.

3

Ar Rozmar koz a lavare,
D’hi verc’h Anna eun de e oë :

4

— « Ma merc’h Annaïk mar em c’heret
« Da Brat-Frajil nan efet ket.

5

« ’N otro Richo e vo eno
« Gwasa den gentil ’zo er vro.

6

Annaïk Rozmar a respountaz
D’ar Rozmar koz vel m’her c’hleouaz :

7

— « Drouk ha mad ganin neb ’gomzo,
« Da Brat-Frajil me a ialo :

8

« Ma ve sonerien a dansin-me,
« Ma ne ve ket me ’gano d’hê.

9

« Me red mont fete da Brat-Frajil,
« Da zon ar bal d’an dud gentil ;

10

« Da zon ar bal hag ont dre danz
« D’an dud chentil ha d’an noblans. »