Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
Landripen, landrapen.



8

Donet eun den a fa[1] ’n teod fall
Ha kas ar vrud, landripen, landrapen,
Ha kas ar vrud gathon[2] a-bell.

9

Aze ’zo arru eur mel den
Ha ma ’n diaoul gathon, landripen, landrapen,
Ha ma ’n diaoul gathon var he geign.

10

'N otrou kure, eb heñ bidi
Ha dont d’an hent, landripen, landrapen,
Ha dont d’an hent d‘he gonjuri.

11

E ma du-ze koztik an hent
Tronsed he lost, landripen, landrapen,
Tronsed he lost, skrignet he zent.

12

Tronsed he lost, skrignet he zent
Gwassoc’h ao brem’, landripen, landrapen,
Gwassoc’h ao bremen, ’vit oa kent.

13

Otrou kure, c’hui ’zo tiet
Dont da gonjuri, landripen, landrapen,
Dont da gonjuri ar c’hezek.

  1. A fa pour hag enn devoue = et avait.
  2. Gathon pour ganthan = avec lui.