Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
Landripen, landrapen.



2

’Ma[1] nemed eur c'hoz bankik brein̄
Hag eur c’hoz varc’hik, landripen, landrapen,
’Ma nemed eur c’hoz bankik brein
Hag eur c’hoz varc’hik d’am dougen.

3

Disul vintin enn oferen
’Ma ket kredet, landripen, landrapen,
’Ma ket kredet sevel ma fenn.

4

Klevet an dud e lavaret :
Setu erru, landripen, landrapen,
Setu erru paotr an diou c’hroeg.

5

Devez de rog gouel Vadalen
E oa ar foar, landripen, landrapen,
E oa ar foar e Rosporden.

6

Ma marc’hik fall n’eet ket a zreon[2]
Pe me ho sammo, landripen, landrapen,
Pe me ho sammo var ma c’heign.

7

Ha me he zammaz var ma c’heign
’Vit he gas da foar, landripen, landrapen,
’Vit he gas da foar a Rosporden.

  1. Ma pour n’em oa = je n’avais.
  2. A zreon pour a zrenv = en arrière.