Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
Ar c’hi du.



8

Monet d’ar ster gant lianen
Ma dousik koant o guelc’hen guen.
Oh ! oh !…

9

An oac’h o ’ont d’ar c’hardi-forn
Eur goutal vraz gathon ’n he zorn.
Oh ! oh !…

10

’N hani ’n euz c’hoant da gaout chervad
Na n’euz med donet d’ar Foload,
Oh ! oh !…

11

Eno gao d’a jijuni
An pladad mad a sklipou ki.
Oh ! oh !…

12

Ar verc’h Helen’ a ouele dru
Gant ar c’heunz braz d’he chiik du.
Oh ! oh !…

13

Tevet ma merc’h, na ouelit ket
Chass du awalc’h e vo kavet.
Oh ! oh !…

14

Chass du awalc’h e vo kavet
Mez ken diskouet ne vezo ket.
Oh ! oh !…