— 63 —
AN UNAN VARN-UGENT A VIZ-DU.
————
GOUEL MARIA-VIZ-DU.
————
Ton : Santez Mari.
Ar Verc’hez leun a zousder, a furnez, a spered
Hag ivez a vianic eur burzud a c’hened,
Eveuz ar roue David dr’ he zad a ziskenne ;
Peb eurvad eta dezi ar bed a ginnige.
Mez hi a lezaz gantan he vadou berr-baduz,
Hep prizout biscoaz chelaou he gomzou touelluz ;
Abred ez eaz d’an templ da vouestla da Zoue
He spered hag he c’halon, he c’horf hag he ene,
Peger caer e oa guelet Joacim hag Anna
O vont da Jeruzalem da genver an deiz-ma !
Ho merc’hig gant carantez beb eil guech e tougent ;
Pa felle dezi kerzet dre an dorn he renent.
Da heul a verc’hig euruz deut ganen a spered :
Dirag he zad hag he mam he guelan daoulinet ;
Digand he c’herent santel ho bennoz a c’houlen,
Pokat a ra d’ho daouarn, he dremmic zo laouen.
Benniget gand he c’herent e sav gant levenez,
Ez a en templ gant donjanz, e vale gant furnez ;
Doue en deuz plijadur o velt ar c’hammejou
A ra ’trezeg an oter rouanez an envou.
Eled an envou, canit eur ganaouen nevez
Evid enori breman eured ho rouanez ;
canit e deuz calonec dilezet ti he zad
Evit kemeret Doue da bried evit mad.
O pobl a Jeruzalem ! pegen euruz oud-te !
E barz da dempl e velan templ beo ar guir Doue ;
Daoulinet eo gant doujanz e kichen da oter
Ar verc’hez zo dibabet evit man d’hor Zalver.
Yaouankic c’hoaz ha caret gand he mam hag be zad,
Diouz ar bed e pella evit clasq he guir vad.
|