Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guersiou nevez, 1851.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

ha ma plijo ganeoc’h, ha mervel, pa blijo ganeoc’h. Deoc’h ez oun, ma Zalver, hag etre ho taouarn en em daulan. Ya, me laka etre ho taouarn ma ene, ma c’horf, ma buez ha va maro.

Huanadou evit ar Baradoz.

P’eur, ma Doue, ho kuelin-me ; gened eternel, p’eur e vezin-me er baradoz evit ho karet, evel ar zent hag an eled ? Ah ! va Zalver, p’eur e vezin-me er meaz a zanjer d’ho koll ? Peur e vouchin-me d’ar gouliou oc’h euz anduret evidon ?

Santimanchou mad da ispira d’an den klan en eur roi dezan ar groaz da vouchat dezi.

O ma Jezuz, n’a sellit ket euz ma fec’hejou, mes euz ar pez oc’h euz anduret evidon. Kourach, adorit ar groaz hag unisit ho maro gand hini Jezuz o vervel evidomp. O va Jezuz ! evit savetei ar bed, evit renta din-me ar vuez oc’h euz anduret eur maro ker kruel ; ô va Redemptor, ne gollit ket eun ene pehini so koustet deoc’h kement a zaëlou hag a voad !

Arabat eo ober an oll aktou-ma en eur vech da un den klan ; mes guech lod, guech lod-al, grit-o aliez, mes neubeud seul-vech evit e genderc’hel, hep e skuisa, e santimanchou a feiz, a fianz, a garantez, a c’hlac’har, a soumision da volonte Doue hag a zezir euz ar baradoz.

Pa veler an den klan prest da renta an alanad diveza, e tleer ober an aktou ama varlerc’h, hep hean ha gand eur vouez krevoc’h :

Ma Doue, sikourit ac’hanon. Lezit ac’hanon da vont d’ho karet eternellamant. Ma Jezuz, ma c’harantez, me ho kar, ha keuz em euz ato d’ho peza offanset. Guerc’hez Vari, ma esperanz, saveteit ac’hanon ; pedit Jezuz evidon. Oh ! ma Zalver, saveteit ac’hanon dre ho pasion : me ho kar. O Mari ! mam dous ha mad, sikourit ac’hanon brema. Sant Joseph, saveteit ac’hanon. Sant Mikel, diffennit ac’hanon. Ma Æl-Mad, ma sikourit. Ma Faëron, ho pet sonch ac’hanon. Oll Zent euz an ee, pedit Doue evidon. Jezuz, Jezuz, Jezuz, Jezuz, Mari, ine a ro deoc’h ma c’halon ha ma ene.

Netra guelloc’h eget lavaret alies litaniou ar Verc’hez, epad ma ve an den klan en e basion.

————

3