Pajenn:Grimm - Chemener bihan.djvu/18

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Hag en da deurel e labousig, a yeas buan pell-bras diwar wel. Chom a reas sabatuet ar ramz.

Neuze ez eas ar c’hemener bihan da gavout ar roue da gontan dezhan e oa gouest da lazhan seizh en un taol. D’ar mare-se e oa daou ramz fall o tistrujan hag o trastan pep tra er rouantelezh : melloù tud spontus e oant, a skrape ar saout da zebrin anezho, a zistruje an tiez o vale warno, hag a rae a bep seurt dismantr e parkeier an dud paour. Meur a wech dija en doa kaset ar roue soudarded da stourm a-enep dezho, met morse n’en doa gwelet al liv eus e soudarded en-dro. Ken en doa prometet, en diwezh, rein e verc’h da wreg d’an hini