Pajenn:Grimm - Chemener bihan.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Bez e oa o vale abaoe ur pennadig mat p’en em gavas a-benn kaer gant ur ramz. Hag en diouzhtu da gontan dezhan e istor.

« A, a ! » eme ar ramz, « c’hwi zo gouest da lazhan seizh en un taol ? Sellit petra on me gouest da ober ! »

Kemer a reas ur maen hag e waskas anezhan kement ken e tennas dour dioutan.

« Ya, an dra-se n’eo ket fall », eme ar c’hemener bihan.

Tennan a reas neuze e damm fourmaj laezh eus e