Mont d’an endalc’had

Pajenn:Godest - Dastumaden Gwerziou poblus.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —


Eur bern mernent (13) a bep hent zo entromp
Multipliet (er pec’hed dre m’edomp).
Serten Iezu dre bep tu zo uz d’omp :
’Ma hon hostiz digoantiz (14), a iz (15) d’omp !

Komun eman pebunan ahanomp.
A bep pec’hed bezomp net ; ha pedomp
Ar Werc’hez-man da biv glan e kanomp !
Nep gwez (16) d’ezi, gwâ (17) d’ompni, mar faziomp

Ker mam Iezu, ho siej-hu zo uhel,
Hag ar bediz en languiz (18) zo izel !
Gwerc’hez an Sent, mir hon hent ’n ez kentel,
Ma ’z aimp prest da Fest an Ebestel, Amen. [1]


DISKLERIADUREZOU :

(1) Umblamant. (2) Oberianz. (3) Bloavez. (4) Sortilach (5) Gant doujanz. (6) An aounik Mari. (7) Lec’h. (7’) Euz ar. (8) Eurüs o stad. (9) Diagent. (10) Enkrez. (11) Stad an neb zo Aotrou. (12) Poan. (13) Glac’hariou. (14) Hep braventez. (15) Dindan. (16) Gwech abed. (17) Gwaleur. (18) Dienez. Droughirnez.


————
  1. Mar ’neuz c’hoant unan bennag da studia ar brezonek koz, ha da ziski her lenn hag her c’homprenn, n’euz nemed labourat leoriou great war ze gant an Aotrone Loth hag Ernault.