Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —
— « Salud, ma zad ha ma mam geaz,
Deut on da ober d’ac’h enkrez.
Dond ran siwaz, d’ho klac’hari,
Red eo d’emp ober disparti. »
An tad, ar vam, p’o deuz klevet,
Zo chomet o c’halon mantret,
Semplet int eno d’an douar,
Ha fatiket gant ar glac’har.
— « Ni zonje d’emp, o bugel mad,
C’houi a zerrje hon daoulagad. »
— « Lezen heuzus, barbar ha kri !
Red eo d’emp en em zepari ! »
— « Keno, breudeur, c’hoarezed keaz,
Deut on da ober d’ac’h enkrez ;
Ennon e oa hoc’h holl fianz,
Red eo d’in mond er meaz a Frans. »
Ar breudeur hag ar c’hoarezed
Da ouela hi zo komanset,
Glebia rent eno an douar
En eur skuill daërou a c’hlac’har.
— « Keno, kerent ha mignoned,
Ha kemend am c’har war ar bed,
O ma Doue, roet nerz d’in
Pe war ar plas ama varvin ! »