Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —
Pa resevomp grasou Doue
Deuz an ne e teuont dreizê [1].
Dre o finijen, o feden,
Tennont gras Doue war hon fenn
Trei diwar Frans ar gwalennou
Chechet dre nerz hon fec’hejou.
Mar kendalc’h ar Frans da bec’hi
Mar chom an dud-se hep pedi,
Serten buanegez Doue
A gouezo warnê hep dale.
Sethu ama ar skouer a ze
Arru gwecball en gwirione.
Pe kredfet pe na gredfet ket
Ar wirione eo, asuret.
’N Aotrou Doue a lavare
Da Abraham eun de a oe,
O komz demeuz ar gwalenno
Oa prest da stlapa war ar vro :
« Mar be en Sodom ha Gomor
Dek den a rafe d’in enor
Dek den santel am zervijfe
Pardonfen holl ablamour d’ê. »
- ↑ Ar barz a lavar amploc’h ’vid just marteze. (Ar c’hempenner).