e-hun da lenn d’ar re-all ! Beza en neuz en e di eun dousen bennag a gaïerou war bere en neuz skrivet e werziou, e zoniou, e zisputou hag e gantikou. Rag beb sort zujedou a zeu gant ar barz poblus-ma — petra bennag na gavo al lenner e-barz al levrik-ma nemed eun nebeudik bihan euz e varzoniezou.
En 1895, Juluan Godest a zeuaz da chom da vêredi Kerlaë, tostik da Gallak. Eno ’ma o chom brema, o c’honid e vara gant c’houezen e dal — pez na vir ket outan da gaout amzer da zevel rimelladennou hir en hon iez karet.
Aze ’meuz lavaret ar gir rimelladennou. N’eo ket gwirion ar gomz-ze. Kemm braz a zo etre eur rimeller ha Godest. Juluan Godest a zo eur barz, gret war batrom ar re-goz. En e greiz, a-dreuz d’ar c’hantvejou, eo beo an hevelep tan hag a lake da zaillat evit o iez hag o bro kalonou barzed evel Gwic’hlan, Aneurin, ha war o lerc’h ar C’hloareien a deuz skrivet ar mysteriou, an nouelou, hag ar c’hanaouennou koz a lenner er Barzaz Breiz.
Evit gwir, e rimou n’o deuz ar stum gwiziek o divije bet, mar vije bet Godest eur barz disket : awechou int hir eun tam, awechou na ve ket pell evit trei diwar e vam-skrid, awechou ec’h adlavar ar memez traou, awechou eur gir gallek bennag a zo sklabeet ama hag ahont en e vrezonek... mez daoust da gement-se, ar Vretoned a gavo plijadur ha diduamant ouz lenn gwerziou poblus eur c’hoziad ken dister ha n’en neuz ken c’hoant nemed meuli e vro, ha lakat ar re all d’hi meuli.
Skouer ha frealz da galz a dud a vo ar gwerziou-ma. Diskouez a refont n’eo ket maro war ar meazou an tan-