N’eo ket ’wit bean mastaret
’Doa koulskoude he mam garet
Laket er bed ar bugel-ze !
Diouti pell ar sonj-ze neuze !
Nan, n’eo ket ’wit bean kollet
’Devoa ar c’hatekiz heuilhet,
Hag eun de, hi, lorc’h mam ha tad,
Lakat daero ’n o daoulagad !
Gwelet breman ’n he daoulagad
Daero, hi ken yaouank a oad !
Dirak he zi an evn a gan,
Hag he c’hreiz ’zo eur mor a boan.
Hunvreet ’devoa evrusted,
Karante, ha kât ’vel pried
Eun den an ije he c’haret....
An holl dreo-ze ’zo diskaret !
Kenavo, yaouankiz evrus,
Kenavo lec’hio dudius
Elec’h ’choarie didamall !
Kenavo levenez gwechall !
Ha breman, c’hoarig an Ele,
Nan eus forz pelec’h e vale,
E kav d’ei, poan meurket kalet !
Gant ar biz bean diskwelet.
Evuruz eo c’hoaz ma teu d’ei
Etrezek he C’hrouer distrei,
Ha gant pedenno, gant daero
Gwalc’hi he fec’hed ken c’houero !
Bretonezed ha Bretoned,
Laket start-mat en ho spered
Kement man : Gouelan ’lec’h c’hoarzin
’Ra karante war an tu-gin !