Alïes ’m eus bet klasket
Levenez em bue ; hen goullet em eus bet
Digant ar bleun, ar gwe, an dour, an evned ;
Ne larent gir ebet !
Ar bleun d’in a roe
Oc’houez-vat ; diskwel ’rent o liou koant ha brao-tre ;
’Met ar bleun, a hent-all, na reont netra ’bet.
Chom ’reont mut bepret !
Disheol ’m eus bet klasket
Dindan gwe ar c’hoajo, ’lec’h ’kane an evned ;
Kaer em mije selaou, gortoz hag hunvreal,
Netra ’re d’in tridal !
’Kichen ar wazig dour,
Sklaer ’vel lagad an aer, ’us d’ei yeot ha bleun flour
On bet ’n em astennet : andour a dremene
Hep laret man d’in-me !
Petra ’fell ’ta d’an den
Krouet ewit karout, ’keit ma ra e dremen
War an tam douar-man ?… Bean karet ive,
Ha gallout klewet ze !