Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —



Pa weler ’n hent ar vered, bugale ’dro d’ean,
Eun tad war lerc’h eun arched, o kerzet ’n eur ouelan,
Nan eus den na ve mantret, ha na larfe, zoken :
« Bugale gez, pebez koll ! Tad paour, pebez anken ! »

Ya, pebez koll, bugale, breman emzivaded ;
Ha pebez anken, tad paour, hoc’h-unan pener bed,
Hoc’h-unan, ’wit peurzevel ar re a zo chomet
War-lerc’h an hini ho poa aman kement karet !

Eur vam, d’ezi bugale, n’halfe ket he fouez aour
Kât kouls ha hi ’n o c’hichen, pe ’ve pinvik pe baour !
Eur vam na ve ket hadkât ! Eur wech ma ve maro
Bet true, n’eus forz piou oc’h, ouz he bugaligo !

En draouien man a c’hlac’har, e ve dies gervel
Eur boan hag a ve brasoc’h eget gwelet mervel ;
Dies ’ve gervel ive eur c’holl a ve henvel
Ouz an hini a c’hoarve pa varw mam ar bugel !

Ya, ma teu d’ean klewet douar yen ar vered
O kouean war an arched, arched e vam garet,
O neuze, en gwirione, daero a c’hall, sur-mad,
Kouean puilh ’hed e zioujod, dimeus e zaoulagad.

Ha ma ve chomet er ger bugalo yaouankoc’h,
Ewit ar re-ze, dreist-oll, ar c’holl a zo gwasoc’h !
Nan ! neus ket war an douar stad ebet hag a ve
Ken gwaz ha stad bugale kollet o mam gante !

Setu perak en Nenvo Doue a raio gloar
Da nep kristen an nevo, aman war an douar,
Karet ar vugale ze, klasket ober d’ê vad
Netra na dalve sikour ar paour kez emzivad !

3.