Ar ger ! o gir a laka da dridal
Ar c’halono c’hoaz kristen ha leal,
Ar c’halono a gar, en gwirione,
Ar vro e lec’h ’deve bet ar vue.
Pell-pell du hont, ar merdead breizad
A gav dudi pa zonj en ti e dad,
E bried hag e vignoned karet ;
Ar sonj-ze ’disten e boanio kalet.
Ar zoudard kez, divroet, ret d’ean
Doujan mestro a ve reut peurvuian,
Na gav kammed eur louzaouen henvel
Ouz an hini a ra sonj Breiz-Izel.
An divroad, ac’h a d’ar broio krec’h,
Red-mad d’ean gant labour e ziouvrec’h
Gonit bara, alïes a ’n em lar :
Pell diouz ar ger ’m eus ’met poan ha glac’har !