O son laouen ’n o zour uhel,
Pa ve badeet he bugel !
⁂
Met brallet c’hoaz, kleier santel,
Brallet da-vat, rak me a wel,
Me a wel kazel ouz kazel
Tud faro, d’ar bourk o sevel.
O c’halono a zo karget
A levenez, a evrusted ;
Sonet kleier, ha gant ho mouez
Kresket ar joa a ren ’n o zouez !
Ha bremaïk, pa vo skoulmet
An diou vue, dre an eured,
Gret c’hoaz kordan ho mouez sklintin
Gant son ar biniou lirzin !
⁂
Perak eta, kleier santel,
Ho klewan-me, a bell-da-bell,
O son tolio, tolio kiemmus,
’Vel o ouelan, ken truezus ?
Ha ! ma sonet gant levenez,
’Wit badeiant, priedelez,
Ho peus ive, pan e ve kaon,
Da hirvoudi ’wit an Anaon.
Beure ha noz, ho mouez lenvus,
Pa ve sonetan anjeluz,
A zigas sonj da dud ar vro
Eus ineo o zud varo.
|