Mont d’an endalc’had

Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


MOUEZ AR C’HLEIER
————


Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.


Losket ho mouez, kleier santel,
Da vont seder gant an awel,
Eur bugelig, ’traou ho tour koant,
’N eus newe-vet ar Vadeiant !

Kaset d’ar vro ar c’helo mat,
En eur derc’hel da vranskellat ;
Ho mouez a ray tridal sur-mad
Kalon ar vam kouls kag an tad.

O levenez eur vam gristen,
Pa glew kleier o son laouen,