Mont d’an endalc’had

Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —



Tra zouezus eus evrusted
Kalon pep den he deus sec’hed,
’Mes biskoaz c’hoaz kalon n’eus bet
A levenez gwirion leuniet.

Ar pec’hed ’zo kiriek da ze,
Setu perak pep den a dle
Diwall dioutan. An evrusan
Eo an hini ’goue ket ennan !

————


AR BEURE
————


Al lapoused war ar boudo,
’N eur darnijal, a gan sonio,
Lagad an heol, ’us d’an dosen
A skuilh a leiz a sklerijen.

Klevet a rer ar c’hloc’h sklintin
O son an anjeluz mintin ;
Deut eo ar c’houlz, ine kristen,
Da gas da Zoue ho peden !

War yeot ar prad ’barz an draouien
Ar gliz beure a stereden ;
Ar bleun tener a grog ive
Da digeri, e pen an de.

Ar verienen, en eur hastan,
Na chom tam ’bet da varc’hatan,
A dreuz founnus ar wenojen,
Ewit furchal ’barz ar c’hlazen.

Pep tra a zeblant kât bue
’Wit gallout senti ouz Doue ;
Kaerat kentel ewit an den,
Laket war an holl dreo da ren !