Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11


Ha c’houi zo c’hoantec, va mignonet, da c’houzout talvoudegnez an arc’hant ? It, hac essait da ampresti ous ur re benac : An hini a za da c’houlen ampresti, a ell en em c’hortos da ur vortification. Qementse ive a erru d’ar re a brest da certen tud, pa zeont da c’houlen ar pez a ranqer dezo. Mes n’e deo qet se hor c’hestion. Ar pautr-côs Richard, divar benn ar pez emaoun o paouez lavarat, hon preven gant prudanç penaus orgouill ar paridiguez a zo un dra guell euzus : Arauc consulti ho faltazi, consultit ho yalc’h, emezàn. An orgouill a zo ur c’hlasqer a gri qen huel hac an ezom, mes pehini a zo calz divoalc’hussoc’h. Mar oc’h eus prenet un dra vrao, e vanco deoc’h deg all c’hoas evi ma vezo peur-achu an assortimant ; rac, evel a lavar ar pautr-côs Richard, ezetoc’h eo miret ous ar c’henta faltazi eguet contanti ar re all a deu goude. Qen diot eo da ur paour falvezout dezàn en em henveli ous ar pinvidic, evel ma zeo d’ar ranic en em c’huezi evit dont da veza qen teo hac un eugen, a lavar deomp c’hoas ar pautr-côs Richard. Al lestrou bras a ell risca davantach ; mes arabat eo d’ar vagou bian pellât ous ribel ar môr. Ar seurt follenteziou-se a zo souden punisset ; rac, evel a lavar ar pautr-côs Richard, ar gloar a lein ous an orgouill, a ra e goan ous ar mepris. Ar gloar a zijun gant an abondanç, a lein gant ar baourentez, hac a goaign gant ar vez. Ha goude tout, petra a chom eus ar vanite-se d’en em disqeus, evit pehini em en roer qement a boan, hac en em exposer da guement a chagrin ? Qementse na ell na conservi hon yec’hed, nac hon yac’hat ous hon c’hlénvejou. Control da se : hep cresqi ar merit personal, se a laqa guenel an anvi, hac a brecipit revin ar fortuniou. Petra eo ur balvennic-Doue ? N’en deo, d’ar muia tout, nemet ur prênv-blêvec ornet, ha cetu aze petra eo ur fougueer. Evel a lavar c’hoas ar pautr-côs Richard ; Pe seurt fallentez n’en