Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/16

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10

faut da veza prenet al levric-mâ. An den fur evel a lavar ar pautr-côs Richard, en em instru eus a valeur ar re-all ; an dud sot a deu raramant furoc’h dre o maleur o unan : Felix quem faciunt aliena pericula cautum.

Anavezout a ràn certen tud pere, evit en em visca brao, o deus grêt d’o c’hôf yuna, hac o deus reduiset o zud da vancout a vara. Ar sei hac ar voulous, eme ar pautr-côs Richard, a yena ar gueguin. Pell da veza ezomou eus ar vuez, a boan ec’h eller o sellet evel traou commod. Ne zoar tentet d’o c’haout nemet abalamour d’al lufr eus o aparanç. Evelse ê e zeo deut an ezomou artificius da veza nombrussoc’n eguet an ezomou naturel. Evit un den realamant paour, eme ar pautr-côs Richard, e zeus cant ezomec. Dre an extravagancou-se, ha calz eus a re-all evelto, an dud a fêçon a zo reduiset d’ar baourentez, hac a zo forcet avichou da gaout recours d’ar re a veprisent diaguent, mes pere o deus gouezet en em derc’hel dre ingin ha temperanç. Qementse a brouv penaus, ur ploueziad en e za, evel a lavar c’hoas ar pautr-côs Richard, a zo brassoc’h eguet an digentil daoulinet.

Marteze ar re en em glêm ar muia, o devoa heritet eus ur fortun vad ; mes, hep anavezout ar voyenou dre bere o devoa o acquisitet, ez int en em lavaret dezo o-unan : Deiz eo, ha na vezo biqen nos. Un dispignic qer bian var ur fortun evel va hini, na verit qet e vez gret attantion dezi. Ar vugale hac an dud sot, eme ar pautr-côs Richard, a zonch dezo penaus uguent scoëd hac uguent vloas na ellont biqen achui. Gouscoude, evel a lavar c’hoas, dre forç da lemel hed eus an arc’h, hep laqat netra enni, e teuer souden da velet ar fonç ; ha neuze, pa vez sec’h ar punç, ec’h anavezer talvoudeguez an dour. Gouezet o devije bet se, ma carjent beza consultet va levric bian.