Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9


Ar guïn, ar merc’hed, ar c’hoariou hac ar feis fall, a ziminu ar fortun hac a gresq an ezomou, evel a lavar ar pautr-côs Richard. Qerroc’h, emezàn, a goust antreteni ur viç, eguet evit sevel daou vuguel. Sonjal a rit, marteze, penaus un tassadic benac a gafe, ur bannac’hic liqeur, pe ur brizennic vutun, un habit vrao, ur c’hoef dantelezet caer, ur mouchouerou brodet, rubanou alaouret pe arc’hantet, hac un nebeudic re a amusamanchou, na ellont qet beza eus a ur gonsecanç vras ; mes, bezit sonch mad eus ar pez a lavar ar pautr-côs Richard : Un nebeudic repetet alies a ra calz. Bezit var eves eus an dispignou bian. Ne zeus ezom nemet un toullic bian evit carga ul lestr bras a zour hac e laqat da berissa. Al lipouserez a gundu d’ar baourentez. An dud sot a ro ar festou, hac ar re fur o dêbr.

Cetu c’houi amâ oll destumet evit ur verzidiguez a guriosite hac a durubaillou precius. Henvel a rit qementse madou ; ma na laqit eves, e tiguezo un drouc benac gant darn ac’hanoc’h. Conta a rit e vezo guerzet an traou-ze e pris izel, da lavaret eo, nebeutoc’h eguet e zint bet coustet ; mes, ma ne dint qet reelamant necesser deoc’h, e vezint atao calz re guer evidoc’h. Bezit sonch mad c’hoas eus ar pez a lavar ar pautr-côs Richard : Mar prenes ar peza zo dreist da ezom, na zalei qet da verza ar pez a zo an necesera did. Gra bepret reflexion qent profita eus ur marc’had mad. Ar pautr-côs a sonch gant rêson penaus alies ur marc’had mad n’en d’eo alies nemet trompleres, hac ous en em geni en hoc’h afferaou, e ra deoc’h muioc’h a c’haou eguet na ro a brofit.

Sonch a meus e lavar e lec’h all : Guelet a meus calz a dud revinet evit beza bet grêt marc’hajou mad. Un diotach eo, emezàn c’hoas, implija an arc’hant evit prena ur glac’har. Se eo gouscoude ar pez a rer bemdez,