Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/75

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —


Astarbé, pini a zoujé né’z afé Narbal da gompza oc’h ar roué, ha né laqafé hé gaou da véza anavézet, a gassaz en hast da Narbal ar pen gréou-man pini a lavaraz dézan : Astarbé a verz déoc’h disculia d’ar roué piou éo oc’h erméaziad ; né goulen déoc’h német ma tafac’h, hag é wézo ober ma gavo oll mad ; couscoudé hastit da laqaat ho erméaziad iaouanq da vont tré, évit né vézo qén gwélet é qéar. Narbal leun a lévénez da allout savétei ével-sé hé vuez ha va hini, a lavaraz é tavfé ; hag ar pen gréou, laouen braz, a zistroaz étrézeg Astarbé.

Kérqent é wéljomp an avel ô trei : O Télémaq qér ! en em exclamaz Narbal, fallout a ra d’an douéou ho laqaat é surentez : téc’hit diouc’h an douar criz ha milliguet-man ! Evruz an hini a alfé ho heul war ar riblou ar muia dianavézet ! évruz an hini a alfé béva ha mervel ganéoc’h ! Hoguen eun tonqadur garv am stag oc’h eur vam-vro dizévruz ; réd éz éo gouzanvi gant-hi : ha martézé é vézo réd couéza gant-hi, ha béza sébéliet en hé ziscar ; né vern qét, gant ma livirin atao ar wirionez, hag é carin pép mad. Evid-oc’h, ô Télémaq qer ! pidi a ran an douéou d’ho cas ével dré an dourn, da rei déoc’h ar gwella euz an oll roïou, eur vertuz glan péteg ar maro. Bévit, distroit en Ithaq, fréalzit Pénélopès, dizeubit anézi deuz an dud fall hé c’hoanta. Ma ello ho taoulagad gwélet, ho tivréac’h briata Ulyss, ar roué fur ; hoguen, en ho