Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

ha collet er plijaduriou. Venn a ré hépqén da guenderc’hel liou hé zremm, da griba hé vléo alaouret, péré a waguenné war hé ziou scoaz, ha da roufenna hé zaé graciuz, pé da gana an orgued war hé délen. Astarbé er gwélaz, hag an orgued a grogaz enni. Hé faéa a réaz, ô véza é venné d’eun all. Oc’hpen hén dévoa aoun euz oaz criz ar roué. Astarbé, ô anav éz oa faéet, en em lézaz mont d’an ioul euz ar venjanç. Venn a réaz, en hé dispi[1], é alfé rei da grédi éz oa Malachon an erméaziad a léqéé clasq ar roué, hag é lavared béza deut gant Narbal. Er rei a réaz da grédi da Pigmalion, hag é kounézaz ar ré ho divigé allet disculia ar wirionez dézan. O véza né garré qét au dud vertuzuz, ha né ouié qét anaout anézo étré ar ré all, n’en em gavé en dro dézan német tud ganaz[2], ha paré da senti oc’h hé c’hourc’hémennou en traou an euzussa. Tud euz eun hévélep aoz a zoujé gallout Astarbé, en em unvani a rent gant-hi evit laqaat ar roué da fazia, gant aoun da zisplijout d’ar vaouez huel-zé, pini hé devoa oll créden ar roué. Rei a réjont da grédi dézan éz oa Malachon, anavézet é pép qarter euz qéar évit Crétiad, an erméaziad iaouanq hé dévoa casset gant-han Narbal ; Malachon a oé bac’het.

  1. E brezoneq tréfoet : disesper.
  2. E galleq : fourbes.