Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

d’ar vertuz éguet d’ar vuez, va hini a zo dija ré hir, ô véza qér malévruz. Evit-oc’h oc’h-hunan hépqén, ô Narbal qér, é teu va c’haloun da ranna. Ha fallout a rafé é vé ho carantez, évit eun erméaziad qéaz, reuzeudiq en eun hévélep doaré !

Choumm a réjomp pell amzer er stourm-zé, mès en divez é weljomp dont eun den a zirédé dihalanet ; eur pen gréou euz ar roué éz oa, dont a ré euz perz Astarbé. Ar vaouez-zé a oa caer ével eun douéez ; unvani a ré da vréou ar c’horf bréou ar spéret ; béz’éz oa maô, c’houéq, aqétuz. Gant qément a vréou saouzannuz, hé dévoa ével ar vor-graguez[1], eur c’haloun criz, ha leun a fallagriez ; mès gouzout a ré cuza hé gwal-iouliou dré hé ardou. Gwézet hé dévoa gounit caloun Pigmalion dré hé guénet, hé spéret, hé mouéz c’houéq, ha mélodi hé zélen. Pigmalion, dallet dré hé orged évit-hi hén dévoa dilézet ar rouanez Topha, hé bried. Né venné da nétra nemet da rei léac’h da iouliou Astarbé : hé oaz évit ar vaouéz-zé né oa qét eur reuz biannoc’h éguet hé grinder. Mès hi n’hé dévoa évit-han német heug ha faé ; euz a ré hé gwir iouliou, hag é ré neuz da c’hoantaat béva évit-han hépqén.

Béz’éz oa é Tyr eul Lidian iaouanq hanvet Malachon, euz eur guénet burzuduz, mès gwaq, dinerz,

  1. E galleq : les Syrènes.