Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

ha goloet a guéariou hag a wiqou, péré en em zalc’h gozit : an éar a zo c’houéq, rag ar ménéziou a zioual ar ribl-zé oc’h avéliou an anter-noz, a c’houéz euz tu ar mor. Ar vro-zé en em asten é treid al Liban, euz a bini al lein a ia d’en em guzet en énv ; eun erc’h peùr-vaduz a c’holo hé dal ; stériou braz a zilamm, ével froudou, euz broudou ar reier a zo endro d’hé ben. Dindan é wéler coajou a cédr, péré a zoug ho scourrou pétég an énv. Ar c’hoajou-zé ho deuz dindan-ho peurvaniou strujuz war zinaou ar ménez. Azé é vléj an tirvi, a véi an denved, hag ho ein iaouanq a lamm war ar iéot : azé é red gwérennou nivéruz a zarnaou an dour a bép tu. En divez en em ziscouéz dindan ar peurvaniou-zé treid ar ménez, péré a zo ével eul liorz : an névez hag an discar amzer a rén kévret évit unvani ar bleun gant ar frouez. Népred, nag avel grouézuz ar c’hreisdeiz, pini a scarnil hag a zev pép tra, nag an avel cornaoueq, na gréd mont da zisliva al léac’h sqéduz-zé.

E tal ar ribl caer-zé, en em ziscouéz er mor, an énézen war bini éo savet ar guéar a Dyr. Ar guéar vraz-zé a van neui a uz d’ar gwageunou, ha béza ar rouanez euz ar mor. Ar marc’hadourien a zeu enni euz a bép guévren ar bed, hag hé dud ho-unan a zo ar marc’hadourien ar muia brudet euz ar béd. Pa tréanter er guéar-zé, é van né d’éo qét eur guéar a zo d’ar bopl-man ar bopl, mès eur guéar boutin[1]

  1. E galleq : commune.