Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

ren ar roué-zé gant Sésostris, qér c’hoanteq da wélet an diavéazidi. Sésostris, a lavaren, né zoujé nétra, ha n’hén dévoa nétra da zouja ; en em ziscouéz a ré d’hé oll sujidi ével d’hé vugalé : hé-man a zouj pép tra, hag hén deuz pép tra da zouja. Ar roué fall-man a zo en daré da vervel truézuz, memeuz en hé balez qer crén, é creiz hé warded ; en énep, ar roué mad Sésostris, a oa é surentez é creiz ingroez ar bopliou, ével eun tad hén deuz hé vugalé en dro dézan.

Pigmalion a roaz urz da gas quit gréou énézen Chypr, a oa deut da scora hé ré abalamour d’an unvaniez a oa étré an daou bopl. Narbal a guéméraz an abeg-zé d’en em laqaat en dizanqdet : laqaat a réaz ac’hanoun da vont kévret gant an emgannérien a Chypr : rag ar roué a oa arvaruz[1] é pép tra.

Mesqet en doaré-zé gant ar Cyprianed, é viriz oc’h arvar ar roué. Narbal a gréné gant aoun na vijen bét disoloet : coustet é vijé dézan hé vuez ha va hini. An hast ar brassa hén dévoa d’hor gwelet ô vont tré : mès an avéliou énep hor dalc’haz pel amzer aoualc’h é Tyr.

Implij a riz an amzer-zé da ardamézi bévédiguez ar Phénicianed, qêr brudet dré ar bed oll. Souézet braz éz oan ô wélet ar guéar vraz-zé savet en eun énézen, é creiz ar mor. Ar ribl tost a zo strujuz braz,

  1. E galleq : soupçonneux.