Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

Pa zeujomp é Tyr, é heuliiz ali Narbal, hag é anaviz ar wirionez euz ar péz hén doa lavaret din. Né allen qét laqaat em spéret pénauz eun den a ell ober hé zroug-heur, ével é vané Pigmalion hén ober. Souézet euz eun hévélep arvest, qer névez évid-oun, é lavaren ennoun va-unan : Sétu azé eun den hén deuz clasqet béza évruz : crédet hén deuz dont da guément-zé dré eur gallout divent : béz’hén deuz ar péz oll a ell c’hoantaat, ha couscoudé éz éo malévruz dré hé binvidiguéziou, hag hé c’hallout memeuz. Ma vé messaer, ével oun bét n’euz qét pell, é vé évruz ével éz oan ; tanv a rafé plijaduriou ar méaz, hag ho tanv a rafé hép prénv scrigner ; ne zoujfé, nag an houarn, nag ar c’hontamm ; carout a rafé an dud, hag é vé caret anézo, diéréet é vé. An den-zé a van ober ar péz a gar ; mès, pell diouc’h qément-sé, né ra német péz a gar hé zroug-iouliou. Manout a ra béza mestr d’an dud oll, mès ne d’éo qét mestr dézan hé-unan, rag qément a vistri hén deuz hag a iouliou fall.

Evel-sé é prédéren euz Pigmalion hép hé wélet ; rag né wélet qét anézan, hag é selled hép qén gant spount oc’h an touriou huel qelc’hiet noz-deiz a warded, hag é pé léac’h éz oa en em vac’het, oc’h en em laqaat cloq enno gant hé dinzoriou. Kemma[1] a

  1. E brezoneq tréfoet : comparachi.