Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

évit hen euna. Dreist oll né ancounac’haït nétra évit ma vézo gwirion, madélézuz, hag aqétuz da dével war ar péz a dlé béza cuzet. Piou bennag a lavar eur gaou né d’éo qét dign da véza niveret gant an dud ; ha piou bennag né oar qét tével war ar péz a dlé béza cuzet né déo qét dign da réna.

Danévelli a ran déoc’h ar c’hompziou-zé, abalamour ma’z int bét lavaret din aliez gwéach, ha m’ho deuz tréantet doun em galoun : ho lavaret a ran din aliez. Mignoned va zad ho dévoé aqet d’am boaza abred da dével war ar péz a oa roet din é cuz : é oan c’hoaz bianiq, hag é tanévellent din ar poan ho dévoa ô wélet en dro d’am vam, an orgédérien[1] fall ho dévoa c’hoant d’hé eureuji. Evel-sé éz oant ganén ével ma vijen bét neuzé eun den a reiz hag a boell vad : compz a rent din euz ar brassa graou ; réi a rent din da anaout ar péz a oa bét résolvet évit pellaat an dud-zé : dré-zé é créden béza neuzé eun den braz. Biscoaz n’em euz lavaret guér ébet hén divijé allet disculia ar péz a oa bét roet din é cuz. Aliez é clasqent laqaat ac’hanoun da gompza, ô venna né alfé qét eur bugel, pini hén défé gwélet, pé clévet eun dra bennag, en em guenderc’hel : hoguen gouzout a ren respont dézo ervad hép lavaret gaou, hag hép disqi dézo ar pez né dlien qét lavaret.

  1. E brezoneq tréfoet : an amourouzed.