Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —

da ziscrédi warnoc’h : anaout a ran memeuz pénauz an douéou, em euz atao kéélet, a gar ac’hanoc’h, hag a c’hoanta ho carfen ivé ével eur mab. Rei a rin déoc’h eur c’huzuil mad ; ha né goulennan évit gopr német ma choummo cuzet. N’ho pézet qét aoun, a lavariz dézan, em béfé nép poan da dével war ar péz a lévérot din : pétra bennag ma’zoun iaouanq, em euz cosséet er boaz da dével war ar péz a roer din é cuz. Pénauz ho peuz allet, a lavaraz din, en em voazia da guément-sé en eur iaouanqiz qer braz ? Lévénez braz em béfé d’er gouzout.

Pa’z éaz quit, a lavariz dézan, va zad Ulissès, évit mont d’ar brézel dirag Troa, em léqéaz war hé zaoulin, hag étré hé zivréac’h (ével-sé éo bét danévellet qément-sé din). Goudé béza briétéet ac’hanoun gant ténéridiguez, é lavaraz din ar c’homziou-man, pétra bennag né ellen qét ho c’hlevet : O va mab, ra droc’ho ar Parq neuden da deiziou, pa ma é téraoui béza néet, ével eur méder a droc’h gant hé falc’h eur fleuren a zéraou didarzi ; ra zeuio va énébourien d’as prévi dirag va daoulagad, ha ré da vam, ma tléez biqen dont da fallaat, ha da quittaat hent ar vertuz ! O va mignoned, a lavaraz c’hoaz, lez a ran déoc’h ar mab-zé, pini a zo din qer qér ; ho pézet aqet euz hé vugélérez : ma carit ac’hanoun, pellait diout-han ar fals-meuleudiou ; disqit dézan béza tréac’h d’hé iouliou fall ; ma vézo ével eur vézen iaouanq a bléger