Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —

gant péré éz oamp, n’em anaié. Narbal, pini a c’hourc’hémenné al lestr war pini éz oamp, a c’houlennaz diganén va hano, hag a bé vro éz oan. N’oun qét eur Phénician, a lavariz dézan ; hoguen ar Phénicianed ho deuz va c’héméret war eul lestr a Phénici ; béz’éz oun bét sclav é Phénici ével eur Phénician ; dindan an hano-zé na euz pell amzer gouzanvet ; dindan an hano-zé oun bet dizanqet. Euz a bé vro oc’h-hu ? a lavaraz a névez Narbal. Compz a riz outhan évellen : Béz-éz oun Télémaq, mab da Ulyss, roué Ithaq en Greç. Va zad a zo bét brudet étré an oll rouaned ho deuz strobet Troa : mès an douéou n’ho deuz qét permettet dézan gwélet hé vam-vro. Clasqet em euz anézan é meur a léac’h ; ar fortun a esqin ac’hanoun ével-d’han : gwélet a rit eur malévruz pini né huanad német goudé an heur-mad da wéled hé dad ha d’hé gaout.

Narbal a sellé ouzin gant souez ; manout a ré dézan gwélet ennoun eun dra bennag a évruz a zeu euz an énv, ha n’en déo qét bét roet d’an darn vuia euz an dud. Béz’hén dévoa eur galoun vad ; tréantet éz oé a druez, hag é compzaz ouzin gant eur crédén a zeué euz an énv, évit va zenna euz eun hévélep daré.

Télémaq, ne arvaran qét, é lavaraz din-mé, euz ar péz a lavarit, ha ne alfen caout war qément-sé nép arvar ; ar vertuz hag ar c’houéqder peintet war ho tremm ne lez qét din an dizanqdet :