Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

ha pé léac’h ho peuz cavet an den fur Mentor, euz a bini ho peuz anavézet ar c’holl gant qément a eunder.

Télémaq a lavaraz évellen : An Egyptianed ar vertuzussa, goudé béza diwallet ho roué péteg hé varo, ô wélet ne oant qet an nivérussa, a éhanaz da enébi oc’h ar ré all : Thermectis a oé léqéet da roué. Ar Phénicianed, ha gréou énézen Chypr, a iaz quit goudé béza en em unvanet gant ar roué névez. Héman a rentaz an oll Phénicianet a oa bet qéméret ; léqéet éz oan bét en ho zouéz. Laqaat a réjont ac’hanoun da vont quit euz an tour ; pign a riz el listri gant ar ré all, hag ar spi a zéraouaz en em énaoui em galoun. An avel a c’houézé mad hor gwéliou, ar roénviérien a droc’hé ar gwagennou péré a éonenné, ar mor a oa goloet a listri ; ar merdéïdi a laosqé garmou a lévénez. An aochou euz an Egypt a téc’hé pell diouz-omp ; ar ménéziou hag ar c’hréac’hiou en em compézé neùbeùt ha neùbeùt. Déraoui a remp da wélet an énv hag an dour hépqén, épad ma vané an héol, ô sével, laqaat hé dan luguernuz da vont tré euz ar mor : hé saézennou a alaouré lein ar ménéziou péré a allemp c’hoaz gwélet war an dremm-wél ; hag an oabl, peintet en glaz, a brometté déomp eur béach évruz.

Pétra bennag m’ho dévoa léqéet ac’hanoun da vont quit ével eur Phénician, nicun euz ar Phénicianed