Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

anézan ô vervel : dared eur Phénician a dreujaz poull hé galoun. Al lérennou éz éaz quit euz hé zaouarn ; ruil a réaz euz hé c’harr dindan tréïd ar c’hézeq. Eur Cyprian a droc’haz ar pen dézan ; hag, oc’h hé guéméret dré ar bléo, hé ziscouézaz en triomp d’ar gréou tréac’h.

Biqen ne ancounac’haïn ar pen-zé beuzet er gwad ; hé zaoulagad cloz ; hé zremm dislivet ; hé c’hénou anter-zigor, pini a vané c’hoantaat compza, hag ar gourdrouz peintet varnézan. Epad va oll buez é vézo dirag va daoulagad, ha, ma allan biqen gant trugarez an douéou dont da réna, é vennin goudé eun hévélep qélen, pénauz né d’éo eur roué dign da c’hourc’hémenni, nag évruz en hé c’hallout, német pa silaou atao ar furnez. Ha ! pébez disheur évit eun den a zlé ober évrusdet an oll, ma né d’éo mestr war guément a zud német évit ho droug-heuriou.

Calypso a silaoué souézet braz compziou qér fur. Ar péz a vamé ar muia anézi a oa clévet Télémaq ô danévelli gant compezder ar gwallou hén dévoa gréat dré vuander, hag en eur vont a énep d’an aliou Mentor : caout a ré eur vrasder caer en den iaouanq-zé pini en em damallé hé-unan, hag a vané béza tennet qément a frouez euz hé ziévesdet, évit béza fur. It tré, a lavaraz, Télémaq qér ; mall em euz da c’houzout pénauz éz éjot quit euz an Egypt,