Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

vané din dizunvanet : n’em bé qét a boan da grédi hén dévoa Boccoris, dré hé vuanéguéziou, léqéet hé sujidi da zispac’ha, hag entanet ar vro. Béz’éz oen euz va dour test euz en emgann gwaduz. Ar ré euz an Egyptianed ho dévoa galvet an erméazidi évit ho scoazia, goudé béza léqéet anézo da zouari, a stourmaz oc’h an Egyptianed, a zalc’hé évit ar roué pini a oa é pen dézo. Gwélet a ren ar roué-zé kalounnéqaat hé zud ; en em ziscouez a ré henvel oc’h an doué Mars : eur môr a c’hoad a wagenné en dro dézan ; a boan é elled laqaat hé c’harr da drémén war ar bergniou corfou brévet. Ar roué iaouanq-zé, crén, kadarn, fougéuz, euz eun dremm huel, hén dévoa ar gounnar en daoulagad, hag ivé an dispi : bez-éz oa ével eur marc’h digabestr ; ar c’haloun a gassé anézan, hag ar furnez na allé qét hé dempsi. Né wié na disgwara hé faziou, na rei urziou é coulz, na wélet an droug-heuriou a allé dont, nag arboell an tud a oa réd dézan. Ne d’éo qét a ziouéré sqiant ; qér braz éz oa hag hé calouniez: hoguen né oa qét bét castizet gant ar fortun fall ; hé vistri ho dévoa hen collet dré ar fals-meuleudiou. Crédi a ré é tlié pép tra plégi d’hé iouliou fougéuz : an distéra énébiez hén léqéé en diboell. Neuzé é ié quit anézan hé-unan : hé huelder er renté hénvel oc’h al loéned gwéz.

Pell amzer hé galoun braz hé gendalc’haz a énep hé énébourien ; mès en divez é couézaz. Gwélet a riz