Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

sium, é pé léac’h é tliemp pigna en ho listri, ma né vijé qét maro Sésostris. Métophis hén dévoa bét an ard da vont quit euz hé vac’h, ha d’en em léac’hia é qichen ar roué : gréat hén dévoa va dastum en tour-zé, évit en em venji euz hé zisgraç. Trémen a ren an déiz hag an noz en anqen ar brassa : ar péz hén dévoa diouganet din Termosiris, hag ar péz em boa clévet er mougéô, a vané din eun hunvré. Gwélet a ren ar c’hoummou ô sqéi an tour é pini éz oan dalc’het ; aliez é ardamézen al litri quéflusqet gant ar gwal amzériou, hag en daré d’en em vruzuni dindan an tour war ar c’herreq. Hogen pell diouc’h clemm ar ré a oa enno, é c’hoantéen ho tonqadur. Hép dalé, é lavaren, é cavint divez ho poaniou pé é tistroïnt en ho bro. Allaz ! né allen venna na d’an eil na d’éguilé.

Epad m’en em drubulien euz eun hévélep doaré, é wéliz eur c’hoat braz a werniou. Ar mor a oa goloet a c’houéliou c’houézet grant an avel ; ar gwaguennou a éonenné dindan au taoliou roénv. Clévout a ren a bép tu eur safar bras ; gwélet a ren war an aot darn euz an Egyptianed, péré a rédé spouronet d'ar c’hlaoïou, ha darn all a vané mont da ziarbenni al listri a zeué. Neuzé é anavéziz pénauz ar stroll listri a oa, lod anézan euz ar Phénici, ha lod all euz Chypr ; rag an disheuriou a zéraoué va renta gwiziech er péz a sell oc’h ar verdéadurez. An Egyptianed a